Staj emzifenn e brezhoneg ‘ba Lesneven d’an 10 a viz ebrel

Ar gevredigezh Ti ar vro Leon a ginnig un dervezh staj emzifenn e brezhoneg : An emzifenn a zo ur strategiezh evit talañ ouzh ar feulster a-enep d’ar merc’hed.

Aozet eo pep tra gant Ti ar vro leon, dont a raio ur stummerezh eus ar gevredigezh Difenn evit luskan ar  staj.

Pal an emzifenn a zo goulennata an doare ma vez savet ar jener, peogwir e voutineka hag e ro asant d’ar feulsterioù-se. A benn neuze e vez diorroet gouestoni ar merc’hed da respont. Ur respont hollek
d’ar feulsterioù eo an emzifenn, a gemer e kont ar fed da lakaat bevennoù dre ar c’homz, da bleustriñ dre ar preder, da virout ouzh skeuliadur ar feulster, da ziorroiñ ar preder hag ar c’helaouiñ ha da
anavezout teknikoù fizikel emzifenn.

Evit piv? Staj digor d’an holl merc’hed adalek 16 bloazh. 12 plas.

Peur? 9e30-5e : d’ar sadorn 10 a viz ebrel 2021
Pelec’h? Kreizenn sevenadurel e Lesneven

Priz? priz « leun » : 40€

priz « degresket » 20€ evit tud dilabour, war o studi, pe merc’hed etre 16 ha 18 bloaz.

 

Deuit gwisket evel boazh.

N’eo ket ur sport tamm ebet, an holl gorfoù a zo degemeret mat. Pal an emzifenn feminist eo bezañ digor d’an holl.

 

DIGOR EO AN ENSKRIVADURIOù:

Dre postell (gwelloc’h eo dre postell) : buhezin.tiarvroleon@gmail.com

Dre pellgomz: 09 83 22 42 96

 

« REOLENNOù COVID » 

-Kavet eo vo peadra da walc’hiñ an daouarn war al le’ch (dour, soavon + gel hidroalkoolek)

-Pep hini a teuio gant ur mask

-Kinniget e vo an holl teknikoù, c’hoarioù, poelladennoù… gant pellder 1m50 etre pep hini

-Kasit dour +  ur pik nik, (+fourchetez, kontell…)

 

 

Raz le bol du harcèlement dans la vie de tous les jours ? des agressions des agressions verbales, physiques, psychologiques, …de la part de personnes connues ou inconnues ?
L’association DIFENN organise un stage accessible à toutes les femmes, quelque soit l’âge ou les capacités physiques. .
Nous nous entrainerons à écouter nos limites, à agir quand elles ne sont pas respectées, à prendre confiance en nos capacités d’assurer nous mêmes notre sécurité indépendamment des questions de force et de techniques complexes.
L’objectif est de constituer une trousse à outils de stratégies simples et efficaces, adaptées à chacune, pour agir rapidement, éviter l’escalade, se mettre en sécurité… Il s’agira d’apprendre à poser ses
limites, par l’autodéfense verbale, par le langage du corps, par l’autodéfense physique … Une approche que nous étudierons aussi bien dans la sphère familiale, amicale, au travail, dans la rue avec toute personne connue ou inconnue.
La participation aux deux jours est indispensable, aucune tenue particulière n’est nécessaire.

Les commentaires sont fermés.